Proviñs roman Belgica a zeu hec'h anv eus Gallia Belgica. Ul lodenn eus Galia e oa. E deroù prantad an impalaerien e vode tachennoù ar c'heodedoù a oa ezel eus ar c'hevredad belgat a-raok o faezhidigezh gant Julius Caesar, da lâret eo an dachenn zo etre ar Roen hag ar stêr Sequana (Ar Seine hiziv), anvet Belgium[1] gant Caesar. Da gentañ e oa bet staliet kêr-benn ar broviñs e Durocorter (Reims hiziv). Goude se, ne ouzer ket pegoulz met kent diwezh an impalaeriezh izelañ moarvat, e voe kaset ar gêr-benn da Treueorum.
Da vare an impalaerAugustus e kaved e Belgica ar c'heodedoù galian-mañ :